HENT SANT JAKEZ

 

 

Pa oan tiskenn da Vontroulez

Me a remerkas ma mestrez

Ha ni a zo bet eureujet

Blavechou pad an eürusted

 

Da gêr Sant Jakez ez veo

Na peotramant ur wech maro

Ur wech diskennet barz ar béz

An den ne ya ket fonnus tre

 

Kenavo doc’h Montrouleziz

‘hamp da Sant Jakez ar Galis

Partiet hon daou gant hom mab

Evit mont da drugarekaat

 

An den ne ya ket fonnus tre

Met hirrder e laouer bemdé

Met hirrder e laouer bemdé

Pell mat an hent da vont du-sé

Vit trugarekaat Sant Jakez

Tri den na kuitaet Montroulez

Deus Montroulez oamp partiet

Ni hom tri a neve gwisket

 

Ar wenojenn domp vé diskoue’et

Gant’n anaon d’an nenv pignet

An anaon a zo stered

Ya ga hent Sant Jakez papred

 

Ni oa bet gwisket a neve

Ya gant ur marc’hadour danvez

Ya gant ur marc’hadour danvez

Na graet ar bromesa ivé

Balerien ‘hont da Sant Jakez

Sellit davit bro an Aelez

Sellit davit ar pont stered

Etrezoc’h hag ar re zo bet

Na graet ar bromesa ivé

Da vont da Sant Jakez du-sé

Ret é derc’hen d’e gomz laret

Da gement den zo war ar bed

 

 

 

 

 

Mus: Eric Liorzou

Paroles: Laurent Jouin